Carlos Gardel

Carlos Gardel zo unan eus kanerien veur an tango, ganet e Toloza, e Bro-C'hall d'an 11 a viz Kerzu 1890 (daoust ma en deus bet disklêriet e-unan e oa e Tacuarembó, en Uruguay, d'an 11 a viz Kerzu 1887), ha marvet d'ar 24 a viz Mezheven 1935 e-kichen Medellín en Kolombia en ur gwallzarvoud karr-nij.

Tabut zo da c'houzout pelec'h e oa ganet Carlos Gardel. Kaoz a vez eus daou lec'h :

  • evit lod e oa bet ganet e Toloza diwar ur C'hallez, Marie Berthe Gardes, a oa aet da Arc'hantina da vevañ goude[1]. Evit an dud-se e vije deuet Carlos Gardel da vezañ keodedour eus Uruguay evit ma ne vefe ket rediet da vont d'an arme c'hall.
  • evit lod all e oa bet ganet e Tacuarembó, en Uruguay[2] ha desavet e vefe bet gant ur C'hallez diwezhatoc'h, Berthe Gardes.

Carlos Gardel e-unan n'en deus biskoazh lavaret sklaer pelec'h e oa bet ganet : a-wechoù e lavare e oa bet ganet e Buenos Aires d'an oad a zaou vloaz hanter, gwechoù all e responte da gazetennerien eus Uruguay e oa bet ganet e Tacuarembó, ha pa oa bet o kanañ e Bro-C'hall en doa gwelet tud eus familh Berthe Gardes ha diskleriet en doa e oa e familh dezhañ.

  1. Carlos Gardel fils de Toulouse, Christiane Bricheteau, 2010, ISBN 978-2-9521606-1-2
  2. MARIA LELIA OLIVA SGHIRLA, madre de Carlos Gardel

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy